Ul lec'h bev-buhezek
Milin Rosmadeg

En un draoñiennig goadek emañ Milin Rosmadeg, teir munutenn bennak diouzh Terrug hag e-kreiz-etre an daou bennkêr Rosmadeg ha Rostegov. Daou hentig dizarempred a gas d'ar vilin.

Betek bloavezhioù hanter-kant ar c'hantved tremenet e oa oc'h ober milin. Mab ar miliner diwezhañ, hag a oa o chom eno pa oa yaouank, emañ bremañ o chom e pennkêr a-gichen, Rosmadeg e anv, hag a oar brav diouzh ar vuhez a veze er savadur kozh-mañ. Goude ma oa bet dilezet ha war an dirapar er bloavezhioù tri-ugent e savas eus e boull, hag e voe frankaet ha troet en un toull-noz ma keje ar c'houreneziz ha diavaezidi a bep lec'h. E-kerzh al labourioù e ris anaoudegezh gant forzhig a dud, eus Brest zoken, a zaremprede aketus ar « Baccara ». Evit doare e oa ul lec'h ma veze plijadur bepred, ha kaset anezhi.

Pa welis, bloavezhiennoù zo, o vont gant an hentig a dremen dirazi, ar banell « À vendre » e chomis, berramzer war-lerc'h, dirak ar savadur dizimplij hag ur soñj a zideñvas em spered : ar plas dibab-se a ranker adc'henel. Ar strivoù a-benn ober gant poell o doa graet un dro wenn : un « coup de cœur » eo bet evidon neuze.

A-zindan nebeut amzer e kejen dre chañs gant an dud vat e teuas ar raktres da wir gante. Labour an adeiladour diabarzh hag e skipailh a c'hallis heuliañ a-daol-lagad ha kemer perzh e pep diviz ha pep dibab. E-doug ur bloavezh hanter ma padas adsaverezh an ti e teuas ur c'hemplezh liesarc'hwel e gouloù, ma oa an hengoun a-unvan gant an arnevezelezh.

Gant un arbennigour dornet dis eus an Ardecho e voe adsavet ha ratreet ar vraeerez hag ar rod-vilin a-bezh ; oberiet a-zorn e oa bet pep lankad gantañ.

An toull-noz kozh zo bet toullet e meur a lec'h a-benn krouiñ ur sal vras ha sklaer, lodennet etre ur gegin vicherel e rez-an-douar, hag ur sal-degemer sklêrijennet brav en estaj a-us. War-laez ez eus ur sal-dour, privezioù hag ur gambr ma c'heller kousket daou pe dri zen. Gant an diri e c'haller pignat betek ur stagadenn goadek ma kaver div gambr all da gousket. Dre aze e teuer er-maez d'ur savenn-goad vras, bet savet a-us unan eus an div stank. Alese e tenner gounid eus ur gwel kaer war ar park natur hag an dour a zo kreizenn vev an dachenn.

Bau
Bau
Bau
Bau
Bau
Bau
Trugarekaat a ran an holl dud o deus roet an tu din kas ar raktres da benn.
Trugarekadennoù

Bennozh Doue d'an artizaned. Neket hepken evit al labour dispar, evit al liammoù skoulmet gante ivez. Daoust d'an eurvezhioù ouzhpenn a rankent ober e veze labouret en imor vat bepred, hag ar c'henvevañ a veze louc'het gant hegarated ha kourtezi.

Dreist-pep-tra e plijfe din trugarekaat ar c'hinklour diabarzh an tiez, Patrice Billant, en doa renet ar c'henlabourioù a-gevret gant ar studi savouriezh Trace gant ur birvilh hag ur startijenn builh hag o doa distremenet a-vras divizoù ar gevrat. Awenus, krouus, fentus kenañ ha leun a genfiziañs eo bet ar c'henlabour etre Breizh hag Alamagn neuze, e berr gomzoù peurvat.

Ar pezh a lak ar gourenez da vezañ dibar eo an degemer a-vriad-kaer hag ar c'havout mignoned, war-bouez ober diouzh ur reolenn bennak. Ma roit bec'h da vont e galleg ouzh an dud, galleg tro an ti zoken, ho po graet ur pennad mat a hent. En em basientat a raio an dud, hag a gomzint goustatoc'h a-ratozh-kaer. Diouzhtu ma vo kavet arziorroet hoc'h anaout yezhel e vioc'h keñveriet gant ur buanez distilh abafus a-walc'h. Diwar neuze e vo graet ur c'hendivizer sirius ganeoc'h. Ur gwall grogad er prantad deroù hag a zo talvoudus meurbet da zeskiñ ar yezh koulskoude. Nac'hit ar spi da vezañ galvet en alamaneg ; gant ar saoneg e vioc'h chañsusoc'h.. ha c'hoazh !

 

 

Embregerezhioù


e/design 29800 Landerneau // Trace 29200 Brest // Sarl au Rabot d'Ebene 29260 Lesneven // Sebelec 29590 Quimerc'h // Edgard Gallesio Sarl 29160 Crozon // Eurl Erick le Jeune 29800 Plouedern // Joël Kerhervé 29190 Lannedern // Serge L'Hostis 29800 Landerneau // Entreprise Menez Traveaux Publics 29260 Saint-Fregant // Entreprise de Maçonnerie et Rénovation Rodrigues Mickael 29200 Brest // "Santé Bois" 29801 Brest // Jean-Pierre Via 29260 Ploudaniel // L'Hostis 29850 Gouesnou // Eurl Piriou 29830 Plouguin // Bihan Carrelages 29860 Plabennec // Armen Renovation 29160 Crozon // Decostrat 29200 Brest // Au Fil du Bois 07150 Salavas // S2P 29850 Gouesnou // Mammani 29160 Crozon