Bevañ en natur

Kavout a ra din eo direzon hoc'h aliañ d'en em reiñ da blijadurioù an natur p'eo kaerder ha taerder an amzer a gemerer da bemdez amañ anat d'an holl. Evit un den eveldon a zo kreñv e liammoù ouzh an Taunus hag ar Balezelezh eo diank din a-wezhioù, divent ha didermen ma'z eo ar meurvor Atlantel, eo ar santadur bevennegezh ar c'hoadoù. Ali e ven d'ar re a gemer an hevelep tra da vont da goadig ar C'hrannoù pe da goadeg an Uhelgoad c'hoazh, ma c'halloc'h dispenn roudoù ar roue Arzhur diouzh meur a droiad.  

An evnoniourien ne c'hwitint ket, war zigarez ebet, gwarezva evned ar c'hap Sizhun. Diwar ar gwenodennoù e tizolooc'h ouzh krap an tornaod spesadoù labous a-niver. Dreist-holl na lezit ket ar gevellunedoù war ho lerc'h ! An dro-vale-se a c'hall bezañ kenaozet gant ur bourmenadenn e beg ar Vann ha beg ar Raz, lec'h kornôgelañ Breizh hag unan eus an dañjerusañ trepas merdeiñ. Estlammus kenañ eo ar blasenn, er goañv hag e toull an nevezhañv dreist pep tra, pa ra an tourmantoù ruz o reuz. A-dra-sur e kemeroc'h tro eus ar c'hleger hoc'h-unan-penn !

Diventelezh an dremmvro en em ziskuli a-leun diwar ar Menez C'homm, menez-tan marv Penn-ar-Bed, pe diwar ar Roc'h Trevezel e Menez Are.