Gourenez Kraozon
Gourenez Kraozon

Kaerañ korn-bro Breizh eo gourenez Kraozon a gav din. Slaer eo ez eus fonnder a blasoù bamusoc'h e Breizh, tornaodoù beg ar c'hap Frehel, an aod Emrodez, aod ar Vein ruz hag ar c'hêrioù-benn Naoned ha Roazhon en o mesk. Petra he deus diouti he-unan neuze ? Dangorel eo ar varn evel-just, didro ar respont avat : din-me e kinnig ar pep retañ a-benn ren ur vuhez oberiant, sportel ha disafar. N'eus ket par da ziseurtegezh e aodoù hag e draezhennoù.

Gant beg ar Spagnoled en hanternoz emañ ar gourenez oc'h hedañ morlenn Brest, ha bezañ troet ouzh an donvor er c'hornôg gant begoù Penn Hir ha Dinan hag ouzh bae Douarnenez gant beg Penn ar Roz er c'hreisteiz. Treugiet eo ouzh an douar bras dre Gastellin hag ar Faou. Gant an traezhennoù hir, an oufigoù livus hag an tornaodoù don-spontus e kav pep hini e splet. Estreget an triwec'h traezhenn renablet eo harpet gant un diniver bras a ziraezioù d'ar mor. Ha ne vez morse ur mor a dud war an aod, en hañv bras zoken ! Ur wenojenn gaer hag a zo o hedañ an aod zo digompez a-dakadoù, krogit e dorn ho pugale !

Daoust d'an damemglozañ douaregorel ez eus enni e-leizh a vourc'hioù, pennkêrioù ha kêriadennoù buhezek ha koant. E-touesk an traoù dispar e kaver abati Landevenneg, porzh Kameled gant an tour Vauban, hag an hent-bale Morgad.

Gwiskadoù roc'hek an arvor hag ouzhpenn peder c'hant mougev a ginnig un dachenn-studi veur d'ar re ruz war an douarouriezh.