Einkaufen und Essen

Kavet e vez an traoù ret-holl e Terrug, Kameled, Morgad ha Kraozon, e-mesk marc'hadoù bras ha bihan hag ispiserezhioù pourvezet mat. Ouzhpenn-se ez eus e Kraozon e-leizh a stalioù arbenniket. Ali e ven deoc'h ar « Vintage Crozon » mar klaskit chokoladennoù artizanel, peotramant e ranker ober un tañva d'ar c'houignoù ha d'ar gwastilli c'hwek « Hervé Yhuel », pe mont da welout la « Cave de la Presqu'île » c'hoazh, a zo bras e zibab a win hag a champagn, ha poellek ha karadek kenañ kuzulioù e berc'henn.

Estreget krampouezh, kaletez, chistr ha kouign-amann zo e boued Breizh. Paotred a bredoù fonnus a brizo ar c'hig-ha-fars, un doare soubenn ar c'hig fresk gant legumaj, kig ha gwipad ma vez mitonet un doazenn diwar bleud ed-du, vioù, amanenn sall, laezh ha rezin sec'h.

 

Ar begoù tanav a c'hallo debriñ er « Mutin Gourmand » e Kraozon, ma vez kinniget ken d'an hepkigour, ken d'ar struzhdebrer rolloù-meuzioù dreistkartenn saourek. En « Hostellerie de la mer » e saouroc'h keginañ ar vro a-wel d'ar mor hag e « Saveurs et Marée » e Morgad en em gavoc'h en dudi ar c'houronklec'h kozh. Ma plij deoc'h stranañ e porzh Kameled e rankit kemer arsav e ti « Les Frères de la Côte ». Pep preti a ginnig ar choaz hag an dichoaz e-keñver ar pesk hag ar boued-mor.

Da vezañ erbedet ivez, a-ziavaez d'ar gourenez, eo « L'Auberge des Glazik » e Plodiern, ma labour ur pennkeginer div steredenn dezhañ. Ul lec'h da zizoleiñ ouzhpenn eo an « Hôtel de la Plage », lec'hiet war vord traezhenn Santez Anna ar Palud.


Sklaer eo gouzout emañ doare ar friko war baotred ar pesk hag an hollzebrerien, pa n'eo ket tuet ar geginouriezh war an hepkigouriezh ha nebeutoc'h c'hoazh war ar struzhdebreriezh. Ma vez kavet meuzioù hepkigour amañ-hag-ahont, eo dizanavezet c'hoazh, zoken digomprenet an hepkigouriezh gant ar vreizhiz, a gav mat ar pesk hag an amanenn sall. Peurlamedigezh ar protein loenel zo divoas kentoc'h ha ken sur ha tra e vez dibunet listenn an aozennoù, vioù, yaourt ha kement zo. Arvestet em boa mod-se ouzh abadennoù lu hag o doa pinvidikaet a-wezhioù ma geriaoueg e-keñver estlammadennoù ar souezh hag ar chastre. Koulskoude en em gavomp bepred da gaout ur meuz-boued saourus, evel meneget uheloc'h ganin, daoust ma ne'z afen ket klaoustre ne gouezh ket un eskenn amann el legumaj ur wech en amzer ! E Kraozon ez eus ur stal Biocoop pourvezet mat ma vez kavet gant ar debrerien-linad ar pezh a glaskont.