Ar vilin
Ur ranndi kaer hag a sko war ar Mor Keltiek

Ur plas dibab eo ar vilin-dour, hep den ebet a-dal-penn hag 1,1 hektar anezhañ, lec'hiet war an aod ha damdost d'an draezhenn zoken. Ratreet pizh hag a-stroñs ha peuraveet a-zoare e vasto d'an holl ezhommoù e weladennerien. Evit ar re a c'houlenn bepred ar pep gwellañ !

Gouzout hiroc'h diwar-benn
Milin Rosmadeg

Alberzioù

Außenbereich
Ratreet pizh gant an holl dudioù a-vremañ
Außenbereich
Apartments
Außenbereich
Apartments
Annez a-stroñs evit ehanourien a c'houlenn kalz.
Apartments
Außenbereich
Außenbereich
Außenbereich
Lec'hiadenn wellañ damdost d'an draezhenn.
Ar ranndioù
Bevañ e-kreiz ar vilin

Bevañ etre ar vraeerez, an dour hag ar gwez. Peder c'hambr doubl, kinklet a-unanoù, div sal-dour, div gegin, ur sal-vevañ vras hag ur raksal a ginnig trawalc'h a frankiz evit ur chomadenn klet ha kran.

Gouzout hiroc'h diwar-benn an aveadur

Ar sal
Darvoudoù e framm bugulel al lec'h

Beuzet er sklêrijenn eo ar gambr, ur gegin vicherel enni, a c'haller implijout evit meur a zoare. Gouelioù bloaz, euredoù ha gouelioù familh all e c'halloc'h lidañ amañ. Diere zo er sal-mañ, a ginnig trawalc'h a frankiz evit aozañ diskouezadegoù, sonadegoù bihan, bodadoù-studi ha darvoudoù a bep seurt enni.

Gouzout hiroc'h diwar-benn an aveadur

Lec'hiadur

11.000 mk evidoc'h hepken.

En un draoñiennig goadek emañ Milin Rosmadeg, teir munutenn bennak diouzh Terrug hag e-kreiz-etre an daou bennkêr Rosmadeg ha Rostegov.

Gourenez Kraozon

Lec'hiadur

Gourenez Kraozon

Kaerañ korn-bro Breizh eo gourenez Kraozon a gav din. N'eus ket par da ziseurtegezh e aodoù hag e draezhennoù.

Lenn hiroc'h
Prenadennoù ha boued

Lec'hiadur

Prenadennoù ha boued

Estreget krampouezh, kaletez, chistr ha kouign-amann zo e boued Breizh. Paotred a bredoù fonnus a brizo ar c'hig-ha-fars, un doare soubenn ar c'hig fresk gant legumaj...

Lenn hiroc'h
Lokorn

Lec'hiadur

Lokorn

Ur gêriadenn grennamzerel leun a zudi eo Lokorn, hag a zo lec'hiet e-tal kichen ar gourenez...

Lenn hiroc'h
Kemper

Lec'hiadur

Kemper

Kêrbenn bro Gerne eo Kemper, ur gêr eus ar c'haerañ bet savet er Grennamzer, puilh an amzer gozh enni ha leun a draoù da zizoleiñ...

Lenn hiroc'h
Brest

Lec'hiadur

Brest

N'eus ket tu ober ur gêr vrav eus ar gêr wenn diouzh ur gwel. Talvezout a ra bezañ sellet a-dostoc'h avat. Ma sav c'hoant ganeoc'h da vont da staliaoua start...

Lenn hiroc'h
Troiad ar c

Lec'hiadur

Troiad ar c'halvarioù

Heverzh ha birvidik eo an henvoaz relijiel e meur a lec'h e Breizh. Gwelet e vez o vont da bardonañ pe oc'h ober tro ar c'halvarioù, a zo oberennoù maen-greun kizellet a zerc'henn buhez ha merzherinti ar C'hrist. Da welout divank...

Lenn hiroc'h
Tro-vale war-du an inizi

Lec'hiadur

Tro-vale war-du an inizi

Kit gant ar vag d'an inizi Eusa, Molenez ha Sun hag estlammet e vioc'h gant an aodoù fromus o furmadurioù roc'hellek...

Lenn hiroc'h
Bevañ en natur

Lec'hiadur

Bevañ en natur

Kavout a ra din eo direzon hoc'h aliañ d'en em reiñ da blijadurioù an natur p'eo kaerder ha taerder an amzer a gemerer da bemdez amañ anat d'an holl...

Lenn hiroc'h
Pegoulz dont dre amañ ?

Lec'hiadur

Pegoulz dont dre amañ ?

N'eus netra par da zilost an diskaramzer pe d'ar goañv da gement hini a fell dezhañ sellout a-dost nerzh ha kaerentez marzhus ar mor. Oc'h en em harpañ ouzh an avel-stourm, o chom a-sav war un tornaod beg Penn Hir, an taolioù-mor o tarzhañ ouzh ar c'herreg...

Lenn hiroc'h

Goulenn mirout

Meurzh 2024
  • LU
  • ME
  • ME
  • YA
  • GW
  • SA
  • SU
  • 26
  • 27
  • 28
  • 29
  • 1
  • 2
  • 3
  • 4
  • 5
  • 6
  • 7
  • 8
  • 9
  • 10
  • 11
  • 12
  • 13
  • 14
  • 15
  • 16
  • 17
  • 18
  • 19
  • 20
  • 21
  • 22
  • 23
  • 24
  • 25
  • 26
  • 27
  • 28
  • 29
  • 30
  • 31

Adsevel an deiziadur

A-zivout an degouezh koulz hag al loc'hañ, sellit en deiziadur mar plij ganeoc'h.